GUINGAMP MAG edito en breton

Découvrez la version en langue bretonne de l'édito du Maire paru dans le N° 53 du MAG de septembre 2021 :

Sevel tamm-ha-tamm an hent da sachañ an dud etrezek ennomp… bremañ hag en amzer-da-zont !
Arlene, evit ar wech kentañ e-kerzh ouzhpenn 40 vloaz, eo adkresket ar boblañs e Gwengamp. Gant ar sifroù-se e weler penaos e fell dimp sachañ muioc’h-mui a dud etrezek hon c’humun. A vloaz da vloaz e lakaomp kalz a nerzh evit delc’hen da cheñch Gwengamp, dezhi da vezañ « kalon ur vro » kad da zegemer tud nevez, ur boblañs nevez, ha dimp da viret hon zud yaouank war ar memes tro. Ur skouer vat zo gant ar studierien nevez deuet evit an EBUDAS, hag unan all gant an implijidi en em gavo hepdale evit servijoù eus Bercy hag a vo digreizennet e Gwengamp. Bezañ zo ivez avat traoù lañset en hon c’humun gant stalioù prevez, ur sin vat eus an nerzh a zo ganti !
Neuze e talc’h Gwengamp d’he flas e-kreiz he bro, gant he c’hefridioù sevenadurel hag ur programm asur, puilh hag a bep seurt traoù ennañ, gant skolioù, skolajoù ha liseoù da zegemer ar skolidi diouzh ar gwellañ. War ar memes tro e talc’homp da zifenn hon c’hevredigezhioù a ro digarez dimp d’ober anaoudegezh an eil gant egile, da vevañ traoù asambles, da skoulmañ liammoù. Diskwel a reomp splann bemdez petra eo hon folitikerezh tost ouzh an dud. Hag evit echuiñ, kas a reomp labourioù da benn evit sevel pe adkempenn lojeiz da zegemer tud nevez, stalioù nevez. Nevesaat, sevel evit reiñ lojeiz a galite en ur gêr lec’h ma kaver tout ar servijoù a vez ezhomm.
Ober war-dro ar pezh a sell ouzh ar boblañs ha kalite ar vuhez zo prientiñ an amzer-da-zont, ober diouzh ma vo fougeet ar rummadoù nevez gant ar gumun lec’h ma vefont o chom. Ya sur, Gwengamp a sach tud war he zu ha labourat a reomp abalamour dezhi d’ober muioc’h c’hoazh en amzer-da-zont !
Philippe Le Goff
Gwengamp ac’h a war-raok !


1, place du Champ au Roy
BP 50 543 22205 Guingamp cedex
Tél.: 02 96 40 64 40
Fax : 02 96 44 40 67
Courriel : mairie@ville-guingamp.com

Horaires d’ouverture
Du lundi au vendredi de 8h30 à 12h et de 13h30 à 17h30
Le samedi du 8h30 à 12h
Permanence accueil et état civil